Tekst piosenki
Goursaw-heol gouav gant goulo loar 'dreus red ar c'houmoul loued
D'an New'amser warlec'h kreisteiz en aour al lanneg
E Beg ar Van goude kuzh-heol 'raog nos, er misio Du
Pa ba' bourc'h Plogov da vitin araog dihun an dud
"Ar chass a glewan o harzhal, setu ar soudarded c'hall".
Prest eo ar bobl e penn ar Bed, prest eo hi' wid ar gad diweza
'Vo ket 'wid c'hoari 'vel boas, ga'r voger bar c'hein 'vo dic'hrass
Dirag plegmor an Anaon epad nos Kalanna
E chomen mud, torret ma naon, o wel penn Eurasia
Leun oa ma fenn gant hunvreo Morgan, Isold, Ahes
Gant kleier iliso Kr-Ys ha manati drouizesed
Mallozh, mallozh d'an hei a gred disakro douar hol lorc'h
Prest eo Ba' daoulagad an dud'so krog ba' kerreg du Kernew
Dimezo 'ra a nev ga'r mor, an evor o skedo
E peb sellad pell ar c'hornog 'ma oll furnezh ar Bed
Brasset war ar chadenn-buhez diboa geneliezh mab-den
Mallozh, mallozh d'an hei a gred disakro douar hol lorc'h
Prest eo
Ba' daoulagad an dud dre'man e chom ur vadelezh don
Dont'ra deus an tri mil kantved, o beaj hir war an hent
E ped lagad e c'haller lenn ur gounar gozh ha leun
Sevel gorreg 'vel un arme divent 'wid 'r gad diweza
"Ar chass a glewan o harzhal, setu ar soudarded c'hall!"
Prest eo

![Artur Rojek o OFF Festivalu: Nadal się tym ekscytuję [WYWIAD]](https://i.iplsc.com/000N2Z4M1OF34B9E-C492.webp)
![Marek Pędziwiatr (Błoto): "Chcemy siać swoją własną propagandę" [WYWIAD]](https://i.iplsc.com/000N2L307VTGSO29-C492.webp)
![WROSound 2026 - dzień drugi. "Możemy poskakać, jakbyśmy byli pięciolatkami?" [RELACJA]](https://i.iplsc.com/000N2E7A2PEWD4GX-C429.webp)

![WROSound 2026 - dzień pierwszy. "Ta noc będzie dla nas i dla was nieprzespana, bo jesteśmy we Wrocławiu" [RELACJA]](https://i.iplsc.com/000N2CHEPSW63YJU-C429.webp)
