Tekst piosenki
Met ar Franked oa krenvoc'h, aloubi hor bro 'benn ar fin
'Ziwar c'horr' 'reas kentoc'h Karl Der Grosse warlec'h Pepin
'Oa roue-veur ar Germaned, skoazellet ga' 'n Ilis roman
Warlec'h marw Carlus Magnus, kement trubuilh a oa mem'stra
E vab, a oa Loeiz, a galwas Nevenoe, prins breizhad
'Wid boud gouarner ar Vretoned dindan urzh ar Germaned
Ar paotr-se 'oa speredeg, asanti'reas o sojal
'Wefe 'n tu d'unani Breizh ha da renko 'n trao barzh 'vro-man
Ur mennozh en oa 'barzh e benn, 'drec'has ket Ludwig an Devod
Met pa varwas ar roue german, Nevenoe 'oa distaget
Breizh 'oa unanet hag aozet mat hag e youc'has: "Breizh dishual!"
Mab Ludwig, Karl Der Kahle, a zeuas gant un arme vras
Gouneit eo bet ar bresel ga'r Vretoned'barzh ker Ballon
E bloaz eizh kant pemp ha daou-ugent 'r maout'aet da Nevenoe
Ha' rhoet lans da Rouantelezh Vreizh gant e vab Erispoe
Kontinui'reas 'r Vikinged da drubuilhi an dud 'barzh Breizh
Met peoc'h 'walc'h 'oa d'ar mare-se 'wid aoza 'vuhez sokial reizh
Peoc'h a-walc'h 'oa 'wid sewel ur C'Hultur uhel 'wid 'n amser-sen
Rouantelezh Vreizh 'oa 'n tamm c'hoazh ur gevredigezh geltiek
Yezh ar Bobl ha yezh ar Stad a oa Brezhoneg
'Sevenadur-se oa staget c'hoazh doh 'poblo keltieg all
'Levezon don 'neus bet Keltia war hanter kenta 'Grennamser
Adousset un tamm 'n eus gwraet 'gizio kaled ar Germaned
Barzh 'n Europa tost peplec'h a oa he 'r mestred.


![Festiwal FAMA 2026: piąty dzień. Jurorzy łatwo nie mają [RELACJA]](https://i.iplsc.com/000N8BKOGH59TDG5-C492.webp)
![Festiwal FAMA 2026: trzeci dzień. Do szczęścia nie ma instrukcji [RELACJA]](https://i.iplsc.com/000N86DI7K9NF8VO-C429.webp)

![Festiwal FAMA 2026: drugi dzień. "Dlaczego pszczelarze nie mogą żyć w pokoju" [RELACJA]](https://i.iplsc.com/000N7WHM09BQTYDV-C429.webp)
