Tekst piosenki
Pep-hini brema a rank chom mut
na c'hoarzh na c'harm
na trouz, mar plij, pep-hini!
Ne vo ket tizhet an Enez ma venn da bep-hini balbouzat ;
arabat dihuni ar gwrac'hed
Ken kizidik a hun.
Da be vad merdei ken pell all
ma'z eo ret mont d'ar strad ouz genou an aber ?
Sellit,
hag e oa ken glas-se ar gwez en hoc'h huvre ?
Ha c'hoazh dindan ar man e sourr
dourio kuzh,
klevit,
met ne larit mann.
Marteze vo ret dilestra e donvor
ha mont war neui
daveti ;
marteze vo ret mat neuial
davet an Enez
en noz :
ne vo stourm 'met etre hor c'horfo hag ar mor.
ne vo klevet met tarzh ar mor war an aod,
luskellerzeh, luskellerzeh,
mar plij, mar plij,
arabat dihun ar gwrac'hed !
Ne vo klevet met trouzig hon treid
war an traezh
ha kri ha skreved
Hag an Enez vo deomp,
marteze.

![Baby Lasagna o nadchodzącej trasie: "Polska ma dla nas wyjątkowe miejsce w sercu" [WYWIAD]](https://i.iplsc.com/000NAZ1ZKY4MVIW0-C492.webp)




![Zaczął się Great September 2026. Zdążyłam się zgubić w Łodzi i jepepej [RELACJA]](https://i.iplsc.com/000NA5YR8IX8CYUE-C429.webp)